Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/111

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
sant vaze, XXVIII.

verjont dezhe : Livirit evel-hen : He ziskibien a zo deuet e-pad an noz, hag ho deuz laeret he gorf pa oamp kousket. (14) Ha mar deu ar gouarner da glevet kement-se, ni a c’hounezo anezhan hag e tennimp ac’hanoc’h a boan. (15) Ar zoudarded, o veza kemeret an arc’hant, a reaz evel ma oant bet kelennet ; hag ar vrud-se hen deuz redet e-touez ar Judevien beteg hirio.

(16) Hogen an unnec diskibl a ieaz en Galile, var ar menez a oa bet merket dezhe gant Jesus. (17) Ha pa her gweljont, ec’h adorjont anezhan ; mes bez’ e oe darn hag a zouetaz. Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret : Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar ; (19) it eta, ha kelennit an holl boblou, o vadezi anezhe en hanô an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel, (20) hag o tiski dezhe miret kement tra em euz gourc’hemenet deoc’h ; ha setu, emoun ganeoc’h bemdez bete fin ar bed. Amen !

————

Nancy, Impr. Berger-Levrault et Cie.