Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
sant vaze, III.

kassaz tud da laza en Bethlehem hag en he holl vro, an holl vugale a zaou vloaz hag izeloc’h, hervez an amzer m’hen doa goulennet gant preder digant ar majed. (17) Neuze e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet Jeremias : (18) Klevet a zo bet en Rama criadennou, hirvoudou, gwelvan ha klemmou braz : Rachel o wela d’he bugale ; ha na felle ket dezhi beza consolet, abalamour n’emaint mui.

(19) Mes pa oe marô Herodes, setu, eun êl a-berz an Aotrou en em ziskouezaz dre eun huvre da Josef, en Ejipt, o lavaret : (20) Sav, kemer ar bugel bihan hag he vam, ha distro da vro Israel ; rag ar re a glaske lemmel he vuez digant ar bugel a zo marô. (21) Josef eta, o veza savet, a gemeraz ar bugel hag he vam, hag a zeuaz en douar Israel. (22) Mes, pa glevaz e oa Arkelaüs o rên er Jude e plas he dad Herodes, hen doe aoun da vond d’y, hag o veza bet avertisset gant Doue dre eun huvre, en em dennaz en costeziou Galile, (23) hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret ; hag evel-se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread.


CHABISTR III.


(1) En deiziou-ze e teuaz Ian ar Badezour, o prezeg en dezert ar Jude, (2) hag o lavaret : En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.