(6) hag a lavaraz dezhan : Mar d’oud Mab Doue, en em daol d’an traon ; rag scrivet eo : Gourc’hemen a rai d’he elez divar da ben, hag e tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfez da droad ouz eur mean-benag. (7) Jesus a lavaraz dezhan : Scrivet eo ive: Na denti ket an Aotrou da Zoue. (8) An diaoul a gassaz anezhan c’hoas var eur menez huel meurbed, hag a ziskouezaz dezhan holl rouantelezou ar bed hag ar gloar anezhe ; (9) hag e lavaraz dezhan : An holl draou-ze a roin d’id, mar en em brosternez d’am adori. (10) Neuze Jesus a lavaraz dezhan : Tec’h kuit, Satan ; rag scrivet eo : An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hep-ken a zervichi. (11) Neuze an diaoul a lezaz anezhan; ha setu ma teuaz elez hag a zervichaz anezhan.
(12) Hogen Jesus, o veza klevet e oa bet lakeat Ian er prizon, en em dennaz en Galile. (13) Hag o veza kuiteet Nazaret, e teuaz da choum e Cafarnaüm, kear arvorec, var harzou Zabulon ha Neftali ; (14) hag evel-se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel-hen dre ar profet Izaias : (15) Douar Zabulon ha douar Neftali, var hent ar môr, en tu-all d’ar Jourdan, Galile ar Jentiled ! (16) Ar bobl a oa azezet en devalijen, he deuz gwelet eur sclerijen vraz ; hag en em zavet eo ar sclerijen var ar re a oa azezet en bro hag en skeud ar marô.
(17) Adaleg neuze Jesus a gommansaz da brezeg ha da lavaret : En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.