(18) Ha Jesus, en eur vale a-hed môr Galile, a velaz daou vreur, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur, o teurel ho rouejou er môr ; rag pesketerien e oant. (19) Hag e lavaraz dezhe : Deut var va lerc’h, ha me a raio ac’hanoc’h pesketerien tud. (20) Hag int rag-tal, o lezel ho rouejou, a heuliaz anezhan. (21) Hag ac’hane o vond araog, e velaz daou vreur all, Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, en eur vag, gant Zebede ho zad, o tressa ho rouejou, hag e c’halvaz anezhe. (22) Hag int rag-tal, o lezel ar vag hag ho zad, a heuliaz anezhan.
(23) Ha Jesus az ea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e-touez ar bobl. (24) Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri ; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall-boan, hag ar re dalc’het gant an drouk-spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic ; hag hen a iac’hae anezhe. (25) Ha mareadou braz a dud a heuliaz anezhan euz a C’halile, hag euz a Zecapolis, euz a Jerusalem, euz ar Jude, hag euz an tu-all d’ar Jourdan.
(1) Hogen, o velet ar bobl, Jesus a bignaz var eur menez ; hag o veza azezet, he ziskibien a