hini a ra bolontez va Zad pehini a zo en envou. (22) Kalz a lavaro d’in en deiz-se : Aotrou ! Aotrou ! ha n’hon euz-ni ket profetiset en da hanô ? Ha n’hon euz-ni ket kasset kuit an drouk-sperejou en da hanô ? Ha n’hon euz-ni ket grêt kalz a viraclou en da hanô ? (23) Neuze e livirin dezhe sclêr : (24) Biskoas n’em euz hoc’h anavezet ; it kuit diouzin, c’houi pere en em ro d’ar fallentez.
(24) Piou-benag eta a glev ar c’homzou-man a lavaran, hag ho laka en pratic, a gomparachin ouz eun den fûr hag hen deuz savet he di var ar roc’h ; (25) hag ar glaô a gwezaz, an debordamant a zeuaz, hag an avelou a c’houezaz, hag en em daolaz var an ti-ze ; n’eo ket bet kwezet, abalamour ma oa fontet var ar roc’h. (26) Mes piou-benag a glev ar c’homzou-man a lavaran, ha n’ho laka ket en pratic, a vezo comparachet ouz eun den diskiant hag hen deuz savet he di var an treaz ; (27) hag ar glaô a gwezaz, an debor[da]mant a zeuaz, hag an avelou a c’houezaz, hag en em daolaz var an ti-ze ; kwezet eo bet, ha braz eo bet he ziskar.
(28) Hogen pa hen devoe Jesus peur-lavaret ar c’homzou-man, ar bobl a oe souezet gant he gelennadurez ; (29) rag ho c’helen a rea evel unan hag a oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed.