braz, mes al labourerien a zo neubeud anezhe. (38) Pedit eta Aotrou an eôst da gas labourerien en he eôst.
(1) Jesus, o veza galvet d’he gavoud he zaouzec diskibl, a roaz dezhe galloud var ar sperejou impur, d’ho c’has kuit, ha da iac’haad an holl infirmiteou.
(2) Hogen, setu aman hanoiou an daouzec abostol : Ar c’henta, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur ; Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur ; (3) Philip, ha Bartelemi ; Tomas, ha Maze ar publican ; Jakes, mab Alfe, ha Lebbe, les-hanvet Tadde ; Simon ar C’hananead, ha Judas Iscariot, an hini a drahissaz Jesus.
(5) Jesus a gassaz an daouzec-ze, goude beza kemennet dezhe, en eur lavaret : Na’z it ket etrezeg ar Jentiled, ha na antreit ket en hini euz a geariou ar Samaritaned ; (6) mes it kentoc’h etrezeg an denved kollet a di Israel. (7) Hag en eur vond, prezegit, ha livirit : Rouantelez an envou a zo tost. (8) Iac’hait ar re glanv, netait ar re lor, resussitit ar re varô, kassit kuit an drouk-sperejou. Recevet oc’h euz evit netra, roit evit netra. (9) Na gemerit nag aour, nag arc’hant, na moneiz en ho kouriz ; (10) na zac’h evit ho peach, na diou zae, na boutou, na baz ; rag al labourer a zo dign euz he voued.