petra e comparachin-me ar generation-man ? Henvel eo ouz bugaie azezet er plasennou public, hag a gri d’ho c’hamaraded, (17) en eur lavaret : Sônet hon euz deoc’h gant ar fleüt, ha n’hoc’h euz ket danset ; kanet hon euz hirvoudou deoc’h, ha n’hoc’h euz ket skuliet a zaelou. (18) Rag Ian a zo deuet, hep na dibri nag eva ; hag e leveront : Eun drouk-spered azo enhan. (19) Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva ; hag e leveront : Setu eun debrer hag eun ever, eur mignon d’ar bublicaned, ha d’ar bec’herien. Mes ar furnez a zo bet justifiet gant he bugale.
(20) Neuze hen a gommansaz ober rebechou d’ar c’heariou en pere hen doa grêt an darnvuia euz he viraclou, abalamour n’ho doa ket en em gonvertisset. (21) Malheur d’id, Korazin ! malheur d’id Betsaida ! râg ma vije bet grêt en Tir hag en Sidon ar miraclou a zo bet grêt enoc’h, pell zo e vijent en em gonvertisset en eur gemer ar zac’h hag al ludu. (22) Rag-se hen lavaran deoc’h : Eassoc’h e vezo da Dir ha da Sidon en deiz ar i varn eged deoc’h-hu. (23) Ha te, Cafarnaüm, pehini a zo bet savet beteg an env, a vezo izeleet beteg an ifern ; rag ma vije bet gret en Sodom ar miraclou a zo bet grêt enoud, e vije c’hoas hirio en he za. (24) Rag-se hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da zouar Sodom en deiz ar varn eged d’id.
(25) En amzer-ze Jesus a lavaraz: Da veuli a ran, ô Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma