Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/53

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
sant vaze, XIV.

ar re just ; (50) hag e sklapint anezhe er fournes tân ; eno e vezo gwelvan ha skrign-dent.

(51) Jesus a lavaraz d’he ziskibien : Ha comprenet hoc’h euz-hu an holl draou-ze ? Int a respontaz dezhan : Ia, Aotrou. (52) Hag hen a lavaraz dezhe : Evel-se pep doctor desket er pez a zell ouz rouantelez an envou, a zo henvel ouz eur pen-tiegez hag a denn euz he denzor traou nevez ha traou koz.

(53) Ha goude m’hen doe Jesus echuet ar barabolennou-ze, ez eaz kuit ac’hane. (54) Hag o veza deuet en he vro he-unan, e kelenne anezhe en ho zinagogou, en hevelep doare ma oant mantret, ha ma lavarent : A be lec’h e teu da heman ar furnez hag ar burzudou-ze ? (55) Ha n’eo ket he-man mab ar c’halvez ? Ha na c’halver ket he vam Mari, hag he vreudeur Jakes, ha Joses, ha Simon, ha Jud ? (56) Hag he c’hoarezed ha n’emaint-hi ket holl en hon touez ? A be lec’h eta e teu da he-man an holl draou-ze ? (57) Hag e oent scandalizet ganthan. Mes Jesus a lavaraz dezhe : Eur profet n’ed eo ket hep henor nemed en he vro hag en he di he-unan. (58) Ha na reaz ket nemeur a viraclou eno abalamour ne gredent ket[.]


CHABISTR XIV.


(1) En amzer-ze Herodes an Tetrark a glevaz ar pez a lavaret divarben Jesus ; (2) hag e lavaraz d’he zervicherien : Ian ar Badezour eo hennes ;