savet eo a-douez ar re varô, hag abalamour da ze eo e vez grêt miraclou dreizhan.
(3) Rag Herodes hen doa lakeat cregi en Ian, eren anezhan, hag he lakaad er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip he vreur; (4) rag Ian a lavare dezhan : N’eo ket permetet d’id he c’haoud evit greg. (5) C’hoanteet hen divije lakaad anezhan d’ar marô ; mes aoun hen doa rag ar bobl, rag Ian a oa kemeret ganthe evit eur profet.
(6) Mes da deiz ginidigez Herodes, merc’h Herodias a zansaz dirazhe, hag e plijaz da Herodes ; (7) en hevelep doare ma touaz rei dezhi kement a c’houlenje. (8) Hi, o veza bet aliet gant he mam, a lavaraz : Ro d’in aman en eur plad pen Ian ar Badezour. (9) Hag ar roue a oe glac’haret ; koulskoude abalamour d’he le, ha d’ar re a oa ouz taol ganthan, e c’hourc’hemenaz her rei dezhi. (10) Hag e kassaz tud da zibenna Ian er prizon. (11) Hag he ben a oe digasset en eur plad, ha roet d’ar plac’h iaouank ; hag hi a gassaz anezhan d’he mam. (12) Hag he ziskibien a zeuaz, hag a gemeraz he gorf, hag e c’henterjont anezhan ; hag e teujont d’hen lavaret da Jesus.
(13) Ha Jesus, o veza klevet kement-se, en em dennaz ac’hane en eur vag a-du en eul lec’h distro. Pa glevaz ar bobl kement-se, ec’h heuljont anezhan euz ar c’heariou var droad. (14) Ha pa deuaz Jesus ac’hane e velaz eur foul braz a dud ; hag hen doe truez outhe, hag e iac’heaz ho c’hlanvourien.
(15) Ha diouz an abardaez, he ziskibien a zeuaz