Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
sant vaze, XIV.

d’he gavout, en eur lavaret : Al lec’h-man a zo dezert ha divezad eo dija ; kas kuit ar bobl, evit maz aint er villajennou, ha ma prenint boued. (16) Mes Jesus a lavaraz dezhe : N’eo ket red dezhe mond kuit ; roit c’houi da zebri dezhe. (17) Lavaret a rejont dezhan : N’hon euz aman nemed pemp bara ha daou besk. (18) Hag hen a lavaraz : Digassit-he aman. (19) Ha goude beza gourc’hemenet d’ar bobl azeza var ar yeot, e kemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag en eur zevel he zaou-lagad etrezeg an env, e rentaz grasou ; hag o veza torret anezhe, e roaz ar baraou d’he ziskibien, hag an diskibien ho roaz d’ar bobl. (20) Hag e tebrjont holl, hag e oent rassaziet ; hag e tastumjont a damou choumet en ho dilerc’h daouzec panerad leûn. (21) Hag ar re ho doa debret a oa var dro pemp mil den, hep counta ar groagez hag ar vugale.

(22) Kerkent goude Jesus a reaz d’he ziskibien sevel er vag, ha mond araog dezhan en tu all e-pad ma vije o kas kuit ar bobl. (23) Ha goude m’hen doe kasset ar bobl, hen a bignaz he-unan var ar menez evit pedi ; hag an noz o veza deuet, e oa eno he-unan.

(24) Hogen ar vag a oa neuze e-kreiz ar môr, gwall-gasset gant an tarzou-môr, rag an avel a oa a-enep. (25) Ha d’ar bevare veilladen euz an noz, Jesus a ieaz d’ho c’havoud o vale var ar môr. (26) Ha pa velaz an diskibien anezhan o vale var ar môr, e oent troublet, hag e leverjont : Eun teûz eo ; hag e crijont gant ar spount. (27) Mes