ket trec’h dezhi. (19) Ha me a roio d’id alc’houeziou rouantelez an envou ; ha kement a liammi var an douar a vezo liammet en envou ; ha kement a ziliammi var an douar a vezo diliammet en envou. (20) Neuze e c’hourc’hemenaz d’he ziskibien na lavarjent da zen e oa hen ar C’hrist.
(21) Divar neuze Jesus a gommansaz discleria d’he ziskibien e oa red dezhan mond da Jerusalem, ha souffr kalz euz a-berz ar Senatourien hag ar re genta e-touez ar veleien hag ar Scribed, beza lakeet d’ar marô, ha resussita an trede deiz. (22) Neuze Per, o veza kemeret anezhan a-gostez, a gommansaz he repren, en eur lavaret: Doue ra viro, Aotrou ! an dra-ze na c’hoarvezo ket ganez. (23) Mes Jesus, o veza distroet, a lavaraz da Ber : Tec’h kuit, Satan ! eur scandal oud evidoun ; rag da zonjezonou n’emaint ket var an traou a zell ouz Doue, mes var an traou a zell ouz an dud.
(24) Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien : Mar fell da unan-benag dond var va lerc’h, ra zeuio da renons dezhan he-unan, ra zougo he groaz, ha ra heulio ac’hanoun. (25) Rag piou-benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo ; ha piou-benag a gollo he vuez abalamour d’in, he c’havo ; (26) rag petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar teu da goll he ene ? pe aotramant petra a c’helfe an den da rei en trok evit he ene ? (27) Rag Mab an den a zeuio en gloar he Dad gant he elez ; ha neuze e rento da bep hini hervez he oberou. (28) E gwirionez hen lavaran