Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
sant vaze, XVII.

deoc’h, beza ez euz hinienou hag a zo aman prezant, ha na varvint ket, ken n’ho devezo gwelet Mab an den o tond en he rouantelez.


CHABISTR XVII.


(1) C’houec’h devez goude Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes, ha Ian, he vreur, hag ho c’hassaz a-gostez var eur menez huel. (2) Hag e oe transfiguret dirazhe ; he vizach a zeuaz lugernuz evel an heol, hag he zillad skeduz evel ar sclerijen. (3) Er memeus amzer e veljont Moises hag Elias, pere a gomze ganthan. (4) Neuze Per o komz, a lavaraz da Jesus : Aotrou, mâd eo deomp choum aman ; mar fell d’id, greomp aman teir danten ; unan evidoud, unan evit Moises, hag unan evit Elias. (5) Pa oa c’hoas o komz, eur goabren lugernuz a c’holoaz anezhe ; hag eur vouez, o tond er meaz euz ar goabren a lavaraz : He-man eo va Mab muia-karet, e pehini eman va holl joa; selaouit anezhan. (6) Ar diskibien, o klevet ar vouez-ze, a gwezaz var ho bizach, spouronet-holl. (7) Mes Jesus o tostaad a douchaz outhe, hag a lavaraz dezhe : Savit, ha n’ho pezet ket a aoun. (8) Hag o veza savet ho daou-lagad, na veljont den nemed Jesus he-unan.

(9) Ha pa oant o tisken divar ar menez, Jesus a reaz outhe an difen-man : Na livirit da zen ar pez hoc’h euz gwelet, ken a vezo savet Mab an