Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
sant vaze, XVIII.



CHABISTR XVIII.


(1) En heur-ze an diskibien a dostaaz ouz Jesus, hag a lavaraz : Piou eo ar brassa en rouantelez an envou ? (2) Ha Jesus, o veza galvet eur bugel bihan da zond d’he gavout, a lakeaz anezhan en ho c’hreiz, (3) hag a lavaraz : E gwirionez hen lavaran deoc’h, ma n’en em gonvertissit ket, ha ma ne deuit da veza henvel ouz bugale vihan, ne antreot ket en rouantelez an envou. (4) Piou-benag eta en em izelaio he-unan evel ar bugel bihan-man, hennes eo ar brassa en rouantelez an envou. (5) Ha piou-benag a receô eur bugel evel he-man em hanô, a receô ac’hanoun. (6) Mes piou-benag a roio gwall-exempl da unan euz ar re vihan-ze hag a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet en gweled ar môr.

(7) Malheur d’ar bed abalamour d’ar gwal exempl ; red eo, evit gwir, e c’hoarvezfe gwall-exempl ; koulskoude malheur d’an den dre behini e teu ar gwall exempl ! (8) Mar ro d’id da zorn pe da droad lec’h da bec’hi, troc’h anezhan, ha taol anezhan pell diouzid ; rag gwell eo d’id mond er vuez monz pe gam, eget kaout daou zorn, pe daou droad, ha beza taolet en tân eternel. (9) Ha mar ro da lagad lec’h d’id da bec’hi, difram anezhan, ha taol anezhan pell diouzid ; rag gwell eo d’id mond er vuez o