dreid, a bede anezhan, en eur lavaret : Kemer patianted em c’hever, hag e paein d’id kement a glean. (30) Mes he-man na fellaz ket dezhan, hag, o veza eat kuit, e lakeaz hen teurel er prizon ken hen divije paet he c’hle. (31) He gen-zervicherien, o velet kement-se, a oe glac’haret braz, hag e teujont da lavaret d’ho aotrou kement a oa c’hoarvezet. (32) Neuze he aotrou, o veza galvet anezhan, a lavaraz dezhan : Servicher fall, pardonet em oa d’id da holl c’hle, dre ma ez poa va fedet ; (33) ha na dliez-te ket kaout truez ive ouz da gen-zervicher, evel ma em boa bet truez ouzid ? (34) Hag he aotrou, o veza drouk enhan, a livraz anezhan da vinistred ar justis, ken na baeje kement a dlie dezhan. (35) Evel-se ive e rai deoc’h va Zad celestiel, mar na bardon ket pep hini ac’hanoc’h a greiz he galon d’he vreur.
(1) Pa hen doe Jesus peur-lavaret ar c’homzou-ze, e ieaz kuit euz a Chalile, hag e teuaz e costeziou ar Jude, en tu-all d’ar Jourdan. (2) Ha kalz a bobl a ieaz var he lerc’h, hag hen a iac’heaz eno ho c’hlanvourien.
(3) Dond a reaz ive Farizianed d’he gavout evit en tenti, hag e leverjont dezhan : Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg n’euz fors evit pe seurt digarez ? (4) Hag hen a respontaz