c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged n’ed eo da eun den pinvidic antren en rouantelez Doue. (25) He ziskibien, o veza klevet kement-se, a oe souezet braz, hag e lavarent : Piou eta a hell beza salvet ? (26) Ha Jesus, o sellet outhe, a lavaraz dezhe : Evit an dud, an dra-ze a zo impossubl ; mes evit Doue, pep tra a zo possubl.
(27) Neuze Per, o komz outhan, a lavaraz : Setu, ni hon euz dilezet pep tra, hag hon euz da heuliet ; petra ’ta a erruo evidomp-ni ? (28) Ha Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos c’houi, pere hoc’h euz va heuliet, en eil c’hanedigez, pa azezo Mab an den var drôn he c’hloar, e veot ive azezet var daouzec trôn, o varna an daouzec tribu a Israel. (29) Ha kement hini hen devezo dilezet ties, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe greg, pe bugale, pe douarou, abalamour d’am hanô, a recevo kant gwech kemend all, hag ec’h herito euz ar vuez eternel. (30) Mes kalz euz ar re genta a vezo ar re ziveza ; hag ar re ziveza a vezo ar re genta.
(1) Rag rouantelez an envou a zo henvel ouz eur pen-tiegez hag a ieaz er meaz beure-mâd da c’hopra labourerien evit he winien. (2) Hag o veza grêt marc’had gant al labourerien eun diner evit eun devez, e kassaz anezhe d’he wi-