Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
sant vaze, XXI.



CHABISTR XXI.


(1) Evel ma tostaent ouz Jerusalem, ha pa oant deuet da Vethfage, tost da Venez Olived, Jesus a gassaz daou ziskibl, o lavaret dezhe : (2) It d’ar villajen a zô dirazoc’h ; kavout a refot eno kerkent eun azenes stâg, hag he eubeûl ganthi ; (3) distagit anezhe hag ho digassit d’in. Ha mar lavar unan-benag eun dra-benag deoc’h, livirit da hennes hen deuz an Aotrou ezom anezhe, ha rag-tal ho lezo da zond.

(4) Hogen, kement-man holl a c’hoarvezaz evit ma vije accomplisset ar c’homzou-man lavaret gant ar profet : (5) Livirit da verc’h Sion : Setu aman da roue, o tond d’az kavout, leun a zouzter, hag azezet var eun azen, var eubeûl an hini a zoug ar yeô.

(6) An diskibien a ieaz eta, hag a reaz evel ma oa bet gourc’hemenet dezhe gant Jesus ; (7) digas a rejont an azenes hag he eubeûl, hag o veza lakeat ho dillad varnezhe, e lakejont anezhan da azeza var-c’horre. (8) Neuze tud e niver braz a astenne ho dillad var an hent ; ha darn all a droc’he brancou gwez, hag ho zaole var an hent ; (9) hag ar bobl, a iea araog dezhan, hag ar re a zeue var lec’h, a grie, en eur lavaret : Hozanna da Vab David! benniget ra vezo an hini a zeu en hanô an Aotrou ! Hozanna en huella euz an envou ! (10) Ha pa oe antreet en Jerusalem,