Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/77

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
sant vaze, XXI.

ar gear holl a oe mantret, hag e lavarent : Piou eo he-man ? (11) Hag ar bobl a lavare : He-man eo Jesus ar profet, pehini a zo euz a Nazareth en Galile.

(12) Ha Jesus a antreaz en templ Doue, hag e taolaz er meaz ar re holl a oa o verza, hag o prena en templ ; hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze koulmed. (13) Hag e lavaraz dezhe : Scrivet eo : Va zi a vezo galvet eun ti a beden ; mes c’houi hoc’h euz grêt anezhan eur c’havern a laeron.

(14) Neuze tud dall, ha tud kam a zeuaz d’he gavoud ebarz en templ, hag hen ho iac’heaz. (15) Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar Scribed ar burzudou hen doa grêt, hag ar vugale pere a grie en templ, hag a lavare : Hozanna da Vab David ! e savaz drouk enhe, (16) hag e leverjont dezhan : Ha klevet a rez-te ar pez a lavar ar re- man ? Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ia. Ha n’hoc’h euz-hu ket lennet biskoas ar c’homzou-man : Te ec’h euz tennet meuleudi euz a c’henou ar vugaligou, hag euz ar re a zo c’hoas ouz ar vrôn.

(17) Hen ho lezaz neuze, hag o veza eat kuit euz ar gear-ze e teuaz da Vethani, lec’h ma tremenaz an noz.

(18) Ha d’ar mintin, pa oa o tistrei en kear, e teuaz naon dezhan ; (19) hag o velet eur wezen-fiez var an hent, e tostaaz outhi, mes ne gavaz netra enhi nemed deliou hep-ken, hag e lavaraz dezhi : Ra na zeui biken frouezen e-bed ouzid ;