Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
sant vaze, XXI.

lavaret : Douja a raint va Mab ! (38) Mes ar vererien, pa veljont ar mab, a lavaraz etrezhe : Setu aman an heritour ; deuit, lazomp anezhan, ha kemeromp he heritach. (39) Hag o veza croget enhan, e taoljont anezhan er meaz euz ar winien hag hen lazjont. (40) Pa vezo eta deuet mestr ar winien, petra a raio-hen d’ar vererien-ze ?

(41) Respont a rejont dezhan : Lakaad a rai an dud fall-ze da berissa en eur feçon e vezo eun druez ho gwelet, hag e feurmo he winien da labourerien all, pere a roio dezhan he frouez en ho amzer.

(42) Jesus a lavaraz dezhe : Ha n’hoc’heuz-hu ket biskoas lennet er Scrituriou ar c’homzou-man : Ar mean a zo bet taolet a gostez gant ar re a vatisse a zo deuet da veza ar c’henta mean-corn ; gant an Aotrou eo bet grêt kement-man, hag eun dra souezus eo d’hon daou-lagad ? (43) Rag-se hen lavaran deoc’h, rouantelez Doue a vezo lammet diganeoc’h, ha roet da eur bobl hag a roio ar frouez anezhi. (44) Piou-benag a gwezo var ar mean-ze a vezo brevet ; ha friket a vezo piou- benag a gwezo ar mean-ze varnezhan.

(45) Pa ho doe prinsed ar veleien hag ar Farizianed klevet ar parabolennou-man, ec’h anavezjont e komze divar ho fen ; (46) hag e klaskent cregi enhan ; mes aoun ho doa rag ar bobl, rag kemeret a reant Jesus evit eur profet.