Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
sant vaze, XXIII.

trou da Zoue euz da holl galon, hag euz da holl ene, hag euz da holl spered. (38) Hennes eo ar c’henta hag ar gourc’hemen braz. (39) Ha setu aman an eil hag a zo henvel outhan : Karoud a ri da nessa evel-d’oud da-unan. (40) Euz an daou c’hourc’hemen-ze e talc’h an holl lezen hag ar brofeted.

(41) Hag ar Farizianed, o veza en em assamblet, Jesus a c’houlennaz diganthe : (42) Petra a zeblant deoc’h euz ar C’hrist ? Da biou ez eo mab ? Int a respontaz dezhan : Da Zavid. (43) Hag hen a lavaraz dezhe : Penaos eta e c’halv David anezhan, dre ar Spered, he Aotrou, en eur lavaret : (44) An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : Azez a-zeo d’in, bete ma lakain da inimied da scabel dindan da dreid ? (45) Mar galv eta David anezhan he Aotrou, penaos ec’h hell hen beza mab dezban ?

(45) Ha den na hellaz respont eur ger dezhan ; hag adaleg an devez-ze den na gredaz ken hen interroji.


CHABISTR XXIII.


(1) Neuze Jesus a gomzaz ouz ar bobl, hag ouz he ziskibien, hag a lavaraz dezhe : (2) Ar Scribed hag ar Farizianed a zo azezet var gador Moises. (3) Mirit eta, ha grit kement a lavaront deoc’h da ober ; mes na rit ket hervez ho oberou, rag lavaret a reont, mes ne reont ket. Rag eren a