Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
sant vaze, XXIII.

crit, rag netaad a rit an diaveaz euz an tass hag euz ar plâd, ha c’houi en diabarz a zo leun a laeronsiou hag a zireizded. (26) Farizian dall, netâ da genta an diabarz euz an tass hag euz ar plâd, evit ma teui ive an diaveaz da veza nêt.

(27) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag henvel oc’h ouz beziou gwennet, pere a zo kaer da velet en diaveaz, mes pere a zo en diabarz leûn a eskern tud varô hag a bep seurt traou brein. (28) Evel-se c’houi ive, en diaveaz a zeblant d’an dud beza just, mes en diabarz ez oc’h leûn a hipocrizi hag a fallagriez. (29) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag sevel a rit beziou d’ar brofeted, hag ec’h ornit beziou ar re just;

(30) Hag e livirit : Mar vijemp bet en amzer hon tadou, na vijemp ket bet en em lakeat ganthe da skull goad ar brofeted. (31) Evel-se c’houi a zo testou a-enep deoc’h hoc’h-unan, penaos ez oc’h bugale ar re ho deuz lazet ar brofeted. (32) Ha c’houi a laka bâr muzur ho tadou. (33) Serpanted, raç an aered-viber, penaos e tec’hot-hu diouz barnedigez an ifern ?

(34) Dre-ze, setu, e kassan deoc’h profeted, tud fur ha Scribed ; c’houi a lazo hag a grucifio lod ; a skourjezo lod all en ho sinagogou, hag a bersecuto anezhe deuz an eil kear d’eben. (35) Evit ma kwezo varnoc’h an holl oâd just a zo bet skuliet var an douar, adaleg goâd Abel, an den just-se, bete goâd Zakari, mab Barachi,