Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
sant vaze, XXIV.

a zo bet lazet ganeoc’h etre an templ hag an aoter. (36) E gwirionez hen lavaran deoc’h, kement-se holl a gwezo var ar generation-man.

(37) Jerusalem, Jerusalem, te, pehini a laka ar brofeted d’ar marô, hag a vein ar re a vez kasset d’id, na ped gwech n’em euz-me ket c’hoanteet dastum da vugale, evel ma tastum ar iâr he lapoused dindan he diou-askel, ha n’eo ket bet fellet deoc’h. (38) Setu, ho ti a ia da veza rentet dezert. (39) Rag hen lavaret a ran deoc’h, n’am gwelot mui, ken na lavarfot : Benniget ra vezo an hini a zeu en hanô an Aotrou !


CHABISTR XXIV.


(1) Pa oa Jesus o sortial euz an templ hag o vont kuit, he ziskibien a dostaaz outhan evit diskouez dezhan al labouriou kaer euz an templ. (2) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ha na velit-hu ket an holl draou-ze ? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo ket lezet aman an eil mean var egile, holl e vezint diskaret.

(3) Ha pa oe azezet var menez Olived, he ziskibien a dostaaz outhan a-du, hag a lavaraz dezhan : Lavar deomp peur e c’hoarvezo kement-se, ha pehini a vezo ar sîn euz da zonedigez hag euz a fin ar bed.

(4) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. (5) Rag meur a hini a zeuio em hanô, en eur lavaret : Me eo