Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/97

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
sant vaze, XXVI.

cien ar bobl en em assamblaz e pales ar beleg-braz, galvet Caïphas, (4) hag en em guzuljont evit tapout Jesus dre finesse hag hen lakaad d’ar marô. (5) Mes lavaret a reant : Arabad e ve e-pad ar gouel, gant aoun na zavfe trouz e-touez ar bobl.

(6) Hogen pa oa Jesus en Bethani, en ti Simon, an den lôr, (7) e teuaz d’he gavoud eur vaouez, ha ganthi eur vessel alabastr leun a eôl a c’houez-vâd ha precius meurbed, hag her skuliaz var he ben pa oa ouz taol. (8) He ziskibien, o velet kement-se, a oe indiniet, hag e leverjont : Da betra ar c’holl-ze ? (9) Rag gallet e vije bet gwerza kêr an eôl-ze, ha rei an arc’hant d’ar beorien. (10) Mes Jesus, o c’houzoud an dra-ze, a lavaraz dezhe : Perag e rit-hu poan d’ar vaouez-ze ? rag eun dra vâd he deuz grêt em c’henver. (11) Choui ho pezo peorien bepred ganeoc’h, mes n’ho pezo ket bepred ac’hanoun-me ; (12) ha ma he deuz-hi skuliet an eôl-ze var va c’horf, he deuz hen grêt evit va sebelia. (13) E gwirionez hen lavaran deoc’h, en pe lec’h-benag er bed holl ma vezo prezeget an Aviel-man, e vezo lavaret ive en memor anezhi, ar pez he deuz grêt. (14) Neuze unan euz an daouzec, hanvet Judas Iscariot, a ieaz da gavoud prinsed ar veleien, (15) hag e lavaraz dezhe : Petra a rofet-hu d’in-me, hag e livrin anezhan deoc’h ? Hag e countchont dezhan tregont pez arc’hant. (16) Ha divar neuze e klaske eun occasion vâd-benag d’hen livra.

(17) Hogen, d’an deiz kenta euz a ouel ar bara