Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/134

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


— « Arabad eo en embarat!
Arabad eo arabadiat!
Goude levenez, kalonad !

« Neb e beg e kig ar pesked,
Gand ar pesked a vo peget,
Ha neb a lonk a vo lonket.

« Ha neb a ev, ha gwin a vesk,
A evo dour evel eur pesk;
Ha neb na oar a gavo desk. »


II

Ar roue Gradlon a venne
— Koanourien da, da eo gan-e
Monet da gouski eur banne.

— Da gouski afec’h antronoz,
Manet-hu gan-e-omp-ni fenoz :
Hogen pa vennit-hu, hennnoz! —

Serc’heg a gomze war ma oue
Flourik-flour ouz merc’h ar roue :
— Klouar Dahut, nag ann alc’houe?

— Ann alc’houe a vezo tennet;
Ar puns a vezo dibrennet :
Pez a ioulit-hu ra vo gret! —


III

Hag ann neb en defe gwelet
Ar roue koz war he gousked,
Meurbed vije bet souezet,