Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/153

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Kana re brao-oc'h-brao alkenn ;
Ha me d'he heul, souchet va fenn.
Oh! hun eta, etc.

Ken e koueziz skuiz-stank kousket
Dindan eunn derven, er gwasked.
Oh! hun eta, etc.

Hag eno am boe eunn hunvre
Am sapeduaz beteg re.
Oh! hun eta, etc.

E oann ebarz ti eunn Duzik ;
A dro-war-dro eur feuntennik.
Oh! hun eta, etc.

He vein ker boull ! he vein ker skler!
He vein ker splann evel-d-ar gwer !
Oh ! hun eta, etc.

Eur gwiskad man war al leur-zi
Bleuniou-nevez street war-n-ezhi.
Oh ! hun eta, etc.

Ann Duzik ne oa ked er ger ;
Ha me diogel ha seder.
Oh! hun eta, etc.

Pa weliz o tont diouz a bell
Eunn durzunel a denn-askel.
Oh ! hun eta, etc.