Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
A-ioul vefe gaou va hunvre !
Na ouife den diouz va doare !
Oh! hun eta, etc.
Ar mab, hag hen nevez-ganet,
c’hoarzin en deuz diskanet :
Oh! hun eta, etc.
Tavit, va mamm, na welet ket,
Gan-in n’ho po preder e-bet.
Oh! hun eta, etc.
Nemet am euz gwall-galonad
Ober eunn Duard diouz va zad.
Oh! hun eta, etc.
Etre ann env hag ann douar,
Va zad zo ker kaen hag al loar ;
Oh! hun eta, etc.
Va zad a gar ann dudou kez,
Ha pa gav ann tu ho gwarez.
Oh! hun eta, etc.
Ra viro Doue da vikenn
Va zad diouz puns ann ifern ien !
Oh! hun eta, etc.
Nemet bennoz a rann d’ann heur
E oenn ganet evid ann eur.
Oh! hun eta, etc.