Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/162

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
68
CHANTS POPULAIRES DE LA BRETAGNE.


Souezet, ha’nn holl evel-t-han
— Chetu gonet he c’hroek gant-han ! —

Hag hen mont eunn tammig er mez,
He vab d’he heul hag ann oac’h kez.

Hag hi da zont gant-han endro,
Unan a gleiz, unan a-zeo.

— Gwir eo, ma mab, pez ’t euz klevet :
Da c’hroek hiriou e ’t euz goneet.

Hogen eunn dra c’hoaz e c’houlann,
Houman a vo ann divezan.

Mar deuz da ober kement-ze,
Vezi gwir vab-kaer ar roue ;

Hag az po ma merc’h hag ouspenn
Ann holl vro Leon, dre ma wenn !

Digas Marzin-Barz tre em lez,
Da veuli ar briadelez. —


VI

Marzin-Barz, abeban e teuz,
Toullet da zillad treuz-didreuz?

Da belec’h ez-te evelhenn?
Diskabel-kaer ha dierc’hen.

Da belec’h ez-te evelhenn,
Marzin goz, gand da vaz kelen?

— Mont a rann da glask ma delen,
Frealz am c’halon er bed-men;