Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/163

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Klask ma delen ha ma bizaou
Pere am euz kollet ho daou.

— Marzin, Marzin, na chifet ket,
Ho telen ne d-eo ket kollet ;

Ho telen ne d-eo ket kollet,
Nag ho pizou aour ken-neubet.

Deut tre enn ti, deut tre, Marzin,
Da zibri enn tamm boued gan-in.

— Mont gant ma hent na zaleinn,
Na tamm boued e-bet na zebrinn,

Na zebrinn tamm boued war ar bed,
Ken n’am bo ma delen kavet.

— Marzin! Marzin! ouz-in sentet :
Ho telen a vezo kavet. —

Kement ma bet pedet gant-hi,
Kement e ma deut tre enn ti.

Ken a zigouezaz, da barde,
Mabig ar c’hroac’h goz; hag hen tre ;

Hag hen da zridal spontet braz,
Endro d’ann oaled pa zellaz ;

O welet Marzin-barz kluchet,
He benn war he galon stouet,

Oc’h he welet war ann oaled,
N’ouie doare pelec’h tec’het,

— Tevet, ma mab, na spontet ket,
Gand ar mourgousk e ma dalc’het ;