Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/169

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Na lavar ken ar Vretoned :
« Kan, Marzin, ann traou da zonet. »

Hi a ra ouz-in Marzin-fol,
A daoliou mein am c’hasont holl. »

— Paourkez diod, distroit endro.
Ouz Doue zo ’vid hoc’h maro.

Hennez en do truez ouz-hoc’h;
Da neb a fiz enn ha ro peoc’h.

— Enn ha fiziz, c’hoaz e fiziann,
Out-han truez a c’houlennann. —

— Dre-z-oun oc’h euz truez gant-han,
Enn Tad, e’r Mab, e’r Spered Glan!

— Me a losko eur iouc’haden
D’am Roue, gwir Zoue ha den!

Me gano he vadelezou,
A oad da oad dreist ann oajou. —

— Paourkez Marzin, Doue d’ho klevo!
Elez Doue d’hoc’h ambrougo !