Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/177

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

— Sal-ho-kras, ma mamm, gwelet a reer ;
Marc’heien, emint-hi, ho hanver ;

Ha me a fell d’in monet gant ho,
Ha monet da varc’heg evel-t-ho. —

Ann itron gez, evel pa glevaz,
Teir gwech d’ann douar a fatigaz.

Ha potr Lez-Breiz, heb sellet adre,
Ebarz ar marchosi a eaz tre,

Hag eur c’hoz-inkane a gavaz,
Ha prim war he c’hore a bignaz ;

Hag hen kuit da heul ar marc’hek ken ;
Kuit, ha timad, heb kimiada den ;

Da heul ar marc’hek ken da Gemper ;
Ha kuitat a eure ar maner


II


ANN DISTRO.


Marc’hek Lez-Breiz oe souezet braz
Da vaner he vamm pa zistroaz ;

Pa zistroaz a-benn dek vloa krenn,
Kenvrudet etouez ar varc’heien.