— Morian ar roue a zo deuet,
Hag ho ticheka en deveuz gret.
— Mar ma dicheka en deveuz gret,
Monet war he zicheg a ro red.
Otrou kez, na ouzocʼh ked eta?
Dre ardou ann diaol cʼhoari a ra.
— Mar dre ardou ann diaol e cʼhoari,
Dre gennerz Doue ’cʼhoariomp-ni !
Ke primm da sterna va marcʼh du d’i,
Keit ha ma venn ocʼh am harnezi.
— Sal-ho-kraz, otrou, ma em cʼhredet
War ho marcʼh du na cʼhoariot ket.
Tri marcʼh zo er roue-marchosi ;
Cʼhui po ann dibab anezho zri.
Ha mar da eo da d’hoch va cʼhlevet-me,
Diskulia d’hoch eur rin a rinn-me.
Gand eur cʼhloarek koz ’m euz he glevet,
Eunn den Doue, mar zo, war ar bed ;
Ar balafrez gel na gemerfet,
Nag ar balafrez gwenn ken-neubet ;
Ar balafrez gwenn na gemerfet,
Ann hini du na lavarann ket ;
Hen-nez a zo e-kreiz ere-z-he ;
Hag he zonver, Morian ar roue.