Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/196

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Eolet gand Doue ne ma ket bet
Neb a wast douar ar Vretoned :

Hogen pez a zeu a-berz ann Diaol
A zistro, vad, da houarna Pol,

Da houarna Pol-goz a zistro,
He droad gant han diskouarn ato.

Lean koz digoret ann nor d’in,
M’am bezo eur men hag azeinn !

— Va dor d’hoc’h-hu na zigorinn ket ;
Trouz am befe gand ar C’hallaoued.

— Lean koz digoret ann nor d’i,
P’a-hent-all m’he zol ebarz ann ti. —

Al lean koz dal’m’ en deuz klevet
Sevel deuz he wele en deuz gret ;

Hag eur boudik rusken enaouaz,
Ha da zigor ann nor a eaz.

Hogen, pa oa ann nor digoret,
Argila gand spont en deveuz gret,

O welet a tonet eunn tasman
He benn etre he zaouarn gant-han

Leun a wad ha ’dan he zaoulagad,
O troidella euzuz anat.

— Tevet, kristen koz, na spontet ket ;
Ann Otrou Doue liv en deuz roet,