Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/199

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hag he varc’h kerkent ha ma fronaz,
Asc’houirinat, o fringal, a reaz.

Hag e penn ar c’hoat pa oe digouet,
Marc’h du Lez-Breiz en deveuz gwelet.

Hag hen enn he stou ’tal ar feunten,
Nag eva na puri n’eure grenn ;

Nemed musa ’nn dirien c’hlaz n’eure ;
Ha gand karn he dreid a ziskrape.

Ha sevel he benn goude eure,
Ha c’houirinat kanvuz adarre ;

Ha c’houirinat kanvuz adarre :
Darn a lavar penoz e oele.

— Ozac’h koz, leo, o tont d’ar feunten,
Ha piou a gousk dindan ar voden ?

— Lez-Breiz a zo dindan hi kousket :
Tra vezo Breiz a vezo brudet ;

Dihun a rai e berr o iouc’hal,
Hag a rei ho stal da re Vro-C’hall.