Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ha glaz-aleuret pa zeuaz,
E-barz eunn tour, hen a oelaz :
— Va c’herent a drid hag a iou,
Ha me war va gwele : ah ! iou !
Me garfe kaout eur c’hannader
A zougfe d’am mamm eul lizer. —
Ar c’hannader pa oe kavet,
Ar marc’heg en deuz kemennet :
— Eur gwisk all, va den, a wiski,
Gwisk eur c’hlaskour boed azevri;
Va bizou ’gemeri ivez;
Va bizou aour, enn arouez;
Ha d’am bro dal’ ma tigouezi,
D’am mamm itron he ziskouezi.
Ha mar deu va mamm d’am dasprenn
Kannader, arouezi e gwenn;
Ha, sioaz d’in, ma na zen-hi;
Va faotr, e du ec’h arouezi. —
II
Pa zigouezaz e bro Leon,
E oa o koania ann itron,
E oa gand he zud, diouc’h ann daol;
Ann delenourien enn ho roll.