Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/220

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

— Gedour, gedour, d’in livirit
Lestr e-bed o tont na welit? —

Ar gedour-gaou, pa he glevaz,
C’hoarzin-droug out han a reaz :

— Eul lestr a welann-me pell-pell,
Hag hen foetet gand ann avel.

— Na pez’ arouez? livirit krenn!
Daoust eo hi du, daoust eo hi gwenn?

— Aotrou marc’hek, ’vel ma welann,
Du eo, m’entoue ruz-glaou-tan! —

Ar marc’hek keaz, pa ’n deuz klevet,
Na mui na ken n’euz lavaret;

Distroi a reaz he zremm c’hlaz,
Ha gand ann derzien a grenaz.

IV
Hag ann itron a c’houlenne
Gand ar geriz pa zouare :

— Petra nevez a zo ama
Pa glevann ar c’hleier tinsa? —

Eunn den koz en deuz lavaret
D’ann itron pa’n deuz he c’hlevet :

— Eur ar marc’hek paket oa ama,
Mervel en deuz gret enn noz-ma. —

Oa ked he gomz peurlavaret,
Ann itron d’ann tour zo pignet.

Enn eur redeg, o oela ken,
Dispak-kaer gant-hi he bleo gwenn.