Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/248

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Hag ann eostig en deuz paket,
Ma d’he aotrou neuz hen kaset.

Hag ann aotrou, pa hen dalc’haz,
Awalc’h he galoun a c’hoarzaz,

Hag he vougaz, hag he daolaz,
War barlen wenn ann itron geaz.

— Dalit, dalit, va greg iaouank;
Setu aman hoc’h eostik koant :

Me ’m euz hen paket evid hoc’h;
Me chans, va dous, e plijo d’e-hoc’h. —

He den iaouank d’al’ ma klevaz,
Gand glac’har vraz a lavaraz :

— Setu ma dous ha me tizet;
Ne hallfomp mui en em welet,

Da sklerder loar, d’ar prenester,
’Vel ma oamp boazet da ober. —