Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/259

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

— Ha c’houi zo dimezet leveret d’in, me ho ped.
— Sal-ho-kraz, otro ker, dimezet c’hoaz n’em onn ket.

— Dalet ma gwalen aour, ha d’ho lez-vamm lavaret
’M oc’h dimet d’eur marc’heg o tistrei euz a Naoned;

Gwall c’hoari a zo bet, lahet he floc’hik, du-ze;
Hen tihet he unan er c’hof gand eunn tol kleze;

Benn teir zun ha tri de, ha pa vo deuet da vad,
E teuio d’ar maner, laouen ha skanv, d’ho kerc’hat. —

Hag hi d’ar ger doc’h-tu, ha sellet ouz ar bizo :
Bizo he breur-mager oa gant-han enn he zorn deo!

II
Achuet oa eur zun, ha diou zun, hag ann deirved,
Hag marc’heg iaouank ne oa ket c’hoaz distroet.

— Red eo d’hoc’h dimizi sonjal ’m euz gret em c’halon,
Ha kavet am euz d’hoc’h, ma merc’h, eunn den a feson.