Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Eet int d’he diwiskan d’he lakat enn he gwele,
Strinket deuz he gwalen, roget he seien neve;
Ha kuit mez deuz ann ti, diskabel-kaer, da vale.
Lec’h ma eet da guhet den e-bed na oar doare. —
V
Lahet ann holl c’holo, ha kousket mad tud ann ti;
Ar plac’hik paour dihun, lec’h-all, ann derzien gant-hi.
— Na piou a zo aze? — Me, Nola, da vreur-mager.
— Te a zo aze, te! Te eo, te, ma breurik ker! —
Hag hi da lamm er mez, ha kuit war lost he varc’h gwenn,
He brec’hig endro d’ean, enn he c’haonze dreon he gein.
— Ni ia buhan, ma breur! Kant leo hon euz gret me gred!
Plijadur m’euz gen-oud m’am euz-me bet war ar bed.
Pell ma c’hoaz ti da vamm? me garfe bean digouet.
— Dalc’h mad, ato, ma c’hoar, vo ket pell vimp erruet. —