Ar gaouen a dec’he, o ioual tre, dirag-he.
Kouls hag al loened gwez, gand ann trouz a oa gant-he.
— Da varc’h a zo ker reiz; da harnez a zo ken skler!
Me gav anoud kresket eunn tamm mad, ma breur mager!
Me gav anoud ken drant; pellik ma c’hoaz da vaner?
— Dalc’h mad ato, ma choar; pelloc’h e tigoueemp er ger.
— Da galon a zo ien, ha da vleo a zo glebet,
Da galon ha da zorn; me gred e teuz anouet.
— Dalc’h mad ato, ma c’hoar; setu ni tostik meurbet,
Na glevez ket moez skiltr sonerien drant hon eured? —
N’oa ked he gomz laret, he varc’h war zao a jomaz,
Ha dridal a reaz, hag a-boez penn c’houirinaz;
Hag he ’nn eunn enezen, kalz tud enn hi o tansal;
Potred ha merc’hed koant, dorn ha dorn, enn eur vragal;
Ha gwe glaz tro-war-dro hi karget a avalo,
Hag ann heol o sevel adreon war ar meneio;