Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/264

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Hag eur feunteunik skler ’tont d’ann traon gand ar gwazio;
Anaon oc’h eva, hag o tont adarre beo;

Mamm Gwennola gant-ho, hag he diou c’hoar war eunn dro.
C’hoari awalc’h eno, sonio ha iouadenno.

VI
Antronoz, d’ar zao heol, merc’hed iaouang a gase
Korf glan Gwennolaik deuz ann iliz wenn d’ar be.