Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/279

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Katelik Moal, gand ann hent, o lavar eur c’houplat.
Digouet gant-hi tri manac’h hag hi harneset mad ;

Hag hi war no c’hezek braz harneset a bep-tu,
Digouet gant-hi, kreiz ann hent, digouet tri manac’h ru.

— Deut gen-omp d’al lean-di, deut gen-omp, plac’hik koant,
Eno na vanko d’hoc’h-hu nag aour, vad, nag argant.

— Sal-ho-kras, va otrounez, gen-hoc’h na inn ket me,
Aon em euz rag ho kleze, zo ’stribil d’ho koste.

— Deut gen-omp-ni, plac’h iaouank, n’ho pezo droug-ebed,
— Na inn ket, va otrounez, gwall draou a ve klevet !

— Gwall draou awalc’h ve klevet gant ann dud milliget
Mil malloz d’ar gwall deodou, da gement zo er bed !

Deut gen-omp-ni, plac’h iaouank, peuz ker kaout aon ebed.
— N’a iun ket fe, gen-hoc’h-hu ; gwell ve d’in bout devet !

— Deut gen-omp d’al lean-di, ni ho lakai ’nn ho ez.
— Na inn-ked d’al lean-di, gwell eo d’in chom e mez ;

Bet zo bet enn han, glevann, seiz plac’h diwar ar mez.
Seiz plac’h koant da zimizi, ha n’int ked deut e mez.