Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/282

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


O c’houlenn d’he c’hrouadur oleo ar vadiant,
Ha goude ar groaz-n-oen evit hi he unan. —

Toullet oa ann oter vraz, dre urz ann otrou kont,
Ha tennet mez ar plaen paour, ann eskop o tigont ;

Ha tennet ar plac’hik paour emez deuz ann toull don.
Gant-hi he mabik bihan, kousket war he c’halon.

Debret e doa he diou-vrec’h, didammet he diou-vron,
Didammet he diouvron wenn bete poul he c’halon.

Hag ann otrou ann eskop, pa welaz kement se,
N’em strinkaz war he zaoulin, da oela war ar be.

Teir noz, tri de, e chomaz etouez ann douar ien,
Gwiskel gant-han eur ze reun hag he dreid dierc’hen.

Hag a-benn ann deirved noz, ann holl venec’h eno,
Teuz da fichal ar bugel, etre ann diou c’houlo,

Da zigor he zaoulagad, da gerzet war eunn dro,
Kerzet d’ann tri manac’h ru : — Ann tri ma ’nn hani-eo ! —

Eun tan ema int bet devet, hag enn avel gwentet ;
Ho c’horf laket da zamant, enn abek d’ho zorfed.