Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/285

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Soudardet a vro-C’hall o tont
Da lakat seziz war Henbont. —


II

Pa oa ann dukez war vale,
Ar c’hleier e ker a vralle ;

Pa oa war he falafrez gwenn,
Gat hi he map war he barlen ;

Pa oa ann dukez o wale
Ar re Henbont holl a ioue :

— Doue skor ar mab hag ar vamm,
Ha ro d’ar C’hallaoued estlamm ! —

Pa oa ar bale achuet,
Ar re Bro-C’hall a oa klevet :

— Paket vo breman enn ho c’heo,
Ann heiez hag he c’harvik beo,

Karkaniou aour zo evit he,
D’ho staga ’nn eil deuz egile. —

Jannedik-flamm a responte,
Demeuz beg ann toural, neuze :

— Ne ked ann heiez vo paket,
Ar c’hoz-bleiz ne lavarann ket.

Ma en deuz henoaz anoued,
He doull d’ezhan a vo tommet. —