Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/319

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Graso Doue gan-e-hoc’h, pa brezeget leal ;
Ann neb hen skoaz Doue a renk skoazan re all ;

Na pez’ ezom gan-e-hoc’h ? distaget ar ger krenn.
— Ezom ann neb a zeui abenn euz Pestien ;

Enn han zo potred Zoz, hag a wask tud ar vro,
Hag a laka trubuil ouspenn seiz leo war dro ;

Ha kement den ia tre e lazont heb true ;
Paneved ar plac’h-ma me oa lazet ive,

Me oa lazet ive evel meur a hini ;
M’ ar c’hour-gleze gan-in, hag hen ru, sellet-hui ! —

Gwesklen euz lavaret : m’entoue sent a Vreiz !
Tra vezo beo eur Soz na vezo peoc’h na reiz !

Ra sternet-c’hui ma marc’h, ha ma sterner timad :
M’az aimp d’ezhi raktal, da c’hout hag hen hell pad ! —


IV

Pennarger ’c’houlenne demeuz beg ar c’hrenal
Gand ann aotro Gwesklen, war zigare farsal :