Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/320

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Daoust hag hen ’m oc’h-hu deut aman d’eunn abadenn,
Ha-pa ’m oc’h-hu sternet, hag ho tud, evelhenn ?

— D’eunn abadenn omp deut, aotro ar Soz, heb gao,
Ne ked da gorolli, da zon ann hini eo ;

Da zon eur goroll d’e-hoc’h ha n’achuo abred ;
Kerkent ha ma vimp skuiz, arnodo ann diaouled. —

Abenn ar c’hentan stok ar voger zo pilet,
Ha tre-beteg ann doun ar ger e deuz krenet ;

Abenn ann eilved stok, dismantret teir zoural,
Ha lazet daou c’hant den ha mui pegement all ;

Abenn ann deirved stok, zo pilet ar persier,
Hag ar Vretoned tre, ha kemeret ar ger.

Diskarret eo ar ger ; ann douar kompez mad ;
Ha kanan ra ann den zo eno oc’h arat :

« Iann ar Zoz, evit-han da vezan ganaz fall,
Na c’houezo war Vreiz tra vezo kerrek Mal ! »