Tostait eta, den mad, ha deut tre barz ann ti,
Va fried kerkent ha me ni ia d’ho servichi.
Benn ar c’henta diaze, hi e deuz goulennet :
— Petra c’hoarv gen-hoc’h, paour kez, ha pa na zanset ket ?
— Netra c’hoarv gan-in, itron, pa na zansann ket-me,
Nemet sabatuet onn gand skuizder o vale. —
Benn ann eilved diaze e c’houlennaz gant han :
— Skuiz em ’oc’h ato, den mad, pa na zanset breman ?
— Skuiz em onn ato, a-vad, pa na zansann, itron,
Skuiz em onn, hag ouspenn-ze tenn eo war ma c’halon. —
Benn ann deirved diaze, enn eur c’hoarzin eleal,
Hi a lavaraz d’ezhan : deut gan-in da zansal.
— Houn-nez eo d’in eunn inor ha na zelleann kcl,
Hogen na inn d’ho tinac’h, na den seven e-bet. —
Ha tra ma oant gand ar bal, war he zu o stoui,
’Grosmolaz e pleg he skouarn, o c’hoarzin-glaz out hi :
— Pale ’ma ar walen aour poa bet digan-i-me,
War dreuzou-dor ar zall-ma, bloa zo, de evid de ? —
Hag hi kroaza he daouarn o sellet tre ma ’nn nec’h :
— Bete vreman, ma Doue, am boa bevet dinec’h !
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/333
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ