Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/365

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pa zeuaz he vamm ha larez d’ean :
— Te a zo eur potr fin, ma mab Iann ;

Lez al loened-ze, ha deuz d’ar ger,
Evit monet da skoul da Gemper ;

Vit mont da skoul da vean beleget ;
Ha lavar kenavo d’ar merc’hed. —


II

Braoan merc’hed a voa er vro-ze,
Merc’hed otro ann Faou a-neuze ;

Braoan merc’hed a zave ho fenn,
Voa merc’hed ann Faou, war ann dachen.

Hi a dole sked dreist ar merc’hed,
Evel ma ra’l loar dreist ar stered.

Ha gant-he peb a inkane gwenn,
O tont d’ar pardon da Bond-Aven ;

O tont d’ar pardon da Bond-Aven,
A grene ann douar hag ar vein ;

Gant he peb a vroz c’hlaz a zeien,
Ha karkanio aour war ho c’herc’hen.

Ar iaouankan, hounez ar braoan ;
Iannik Kervlez a gar, a glevann.