Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/393

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Gand he vad hag he hanv brudet,
Ar markiz-ze d’in na blij ket ;
Hogen Kerdomaz pellik zo
A garann, a girinn ato. —

Nec’het oa ivez Kerdomaz,
Gand ann dud deut da Geroulaz ;
Karout eure ar benn-herez,
Hag a lavare aliez :

— Me garje beza estik-noz
Er jardin war eur bodik roz,
Pa zeufe da zastum bleuniaou.
Ni em welfe eno hon daou.

Me garje beza krak-houad
War al lenn a walc’h he dillad,
Evit glibia va daou-lagad.
Gand ann dour a c’hlib he daou-droad.—


III

Na Zalaun a zigouezaz
Da zadorn-noz e Keroulaz,
War he varc’hik du d’ar maner,
’Vel ma oa boazet da ober.

War ann nor borz pa neuz skoet,
Ar benn-herez neuz digoret ;
Ar benn-herez, o tont er meaz
O rei eunn tamm boed d’eur paour keaz.

— Penn-herezik, d’in leveret,
Peleac’h eo ho tudjentiled ?
— Et int da gas ar chas d’ann dour,
Salaun ke prim d’ho sikour.