Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/396

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Kenavo, ti braz Keroulaz,
Biken enn hoc’h na rinn eur paz ;
Kenavo, va amezeien,
Kenavo breman, da viken. —

Peorien ar barrez a oele,
Ar benn-herez ho frealze :
— Tavit, poerien, na oelet ket,
Da Gastelgall deut d’am gwelet.

Ma a roi aluzen bemdez ;
Teir gwech sizun, dre garantez,
Triouec’h palevarz a winiz,
A gerc’h ivez ker kouls hag heiz.

Ar markiz Melz a lavare,
D’he c’hreg nevez pa he c’hleve :
— ’Vit kemend-all na refot ket,
Rag va madou na badfent ket.

— Va aotrou, heb kaout ho re,
Me roio aluzen bemde,
Evit dastumi pedennou,
Goude hor maro, d’hon eneou. —


VI

Ar benn-berez a lavare,
E Kastelgall, daou viz goude :
— Ne gaffenn ked eur c’hannader,
Da zougen d’am mamm eul lizer ? —