Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/410

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Eat eo du-ze, evid ann de,
Eur plac’hik koant hed he goste ;

Eat-int du-ze d’al leur neve,
Koant ha drant ho daou, war va fe !

Gant han d’he dok eur blun paven,
Ha diouc’h he gerc’hen eur chaden ;

Ha diouc’h he gerc’hen eur chaden,
Zo kouezet holl war he varlen.

Gant-hi eur c’horkennik brodet,
Hag eur voulouzen arc’hantet ;

Gant-hi he c’horkennig eured,
Dimezet ez int, me a gred.


III

Markiz Gwerand, enkrezet braz,
Raktal war he varc’h ruz lampaz ;

War he varc’h raktal e lampaz ;
Ha d’al leur nevez ez eaz.

— Kloarek, diwisk da borpansou,
Evit gourenn war ar gwestlou.

Kloarek, diwisk da borpansou,
Ha ni reio eur pek pe zaou.

— Sal-ho-kras, markiz, ne rinn ket.
C’houi zo aotrou, me n’em ounn ket ;