Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/451

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ha gad he diou-vrec’hig paour, reuzeudik, he strizaz : 
— Loeizik paour, deuz d’am zikour, me zo kollet, siouaz ! 

— M’en argarz ! va mignoned, kement ze ve pec’hed, 
Kement-ze ve pec’hed braz, kement-ze na vo ket ;
Lezet hi mont gand he hent, heb droug na gaou e-bed, 
Pe gand an otrou Doue e viot kastihet. 

— Petra, han Diaoul, beg enn oud, potr bihan ar merc’hed ? —
Hag he krog en e jupenn, hag hi da ziredet ;
Hag he da vont war e lerc’h giz tri bleiz diboellet :
— Aman, ma mignonik kez, aman eo e varfet ! 

— Mar ker’t me c’has da vorc’h Skeul, da doull dor ti ma zad, 
Me a zistolo peb tra d’hoc’h-hu a galon-vad. 
— Laret kenavo d’ho mamm ha da gement gerfet, 
Rag birviken tamm bara e borc’h Skeul na zebfet. 

— Arsa-ta, va mignoned, pe mervel eo ret d’e, 
Tennet kurun santez Barb, a zo kuhet em ze ; 
Tennet kurun santez Barb, a zo kuhet em ze, 
Ha mar plij se gant Doue, e varvinn goudeze. —

Ha pa oe lahet gant-he, hi ho deuz hen stlenjet, 
Stlenjet dre e dreidigou da ster vraz ar Faouet,